Kollet en deus Antoine Saout a-enep Joe Cada, un Amerikan e kampionad poker ar bed gant daou 8 pa oa daou Roue gant egile. Met un taol-kaer eo memestra evit paotr Penn-ar-Bed rak ne ouie ket c’hoari poker daou vloaz ’zo c’hoazh !
Ganet e Sant-Martin-war-ar-Maez, e-kichen Montroulez, eo deuet Antoine Saout da vezañ sot gant ar poker buan a-walc’h ha barrek ker buan all ivez. War-lerc’h bezañ tapet ur bak STI eo kroget, e 2005, gant studioù en ur skol ijinour e Evry met ne blije ket dezhañ. Ar bloaz war-lerc’h eo paouezet gant e studioù ha kroget eo da zeskiñ ar c’hoari poker war internet. E miz 2008 en deus kemeret perzh evit ar wech kentañ en un tournamant gwir e Bro Spagn hag abaoe en deus gounezet milionoù a euroioù ha deuet eo da vezañ a-vicher a-drugarez d’ar stal Everest Poker, e sponsor.
Abaoe un nebeud bloavezhioù ez eus muioc’h-mui a dud e Bro C’hall dedennet gant ar c’hoari poker, hervez ar sifroù roet e vefe 1,2 milion a dud o c’hoari ur wech an amzer pe war internet, pe er c’hazinoioù pe c’hoazh er gêr gant mignoned.
C’hoariet e vo ar gourfenn WSOP fenoz adalek 10e00 noz e Las Vegas (warc’hoazh vintin da 7e evidomp) etre daou Amerikan Darvin Moon ha Joe Cada evit gounit 8,5 milion a zollaroù, peadra da c’hortoz an enkadenn didrubuilh !












