• Daktu, keleier diouzhtu-dak
 
 
Mirdi Breizh

Martine Blanchard a ziskouez he mozaikennoù

d'ar sadorn 3 a viz Here 2009

Aboae 35 bloaz e vez graet mozaikerezh gant Martine Blanchard, staliet en Alre. Deuet eo da vezañ ur gwir arz ganti ha gwelet e vo he zaolennoù etre an 20 a viz Here hag an 8 a viz Du e Mirdi Breizh e Roazhon gant reoù mistri war ar mozaik, ar familh Odorico.

E galleg

Depuis 35 ans, Martine Blanchard fait de la mosaïque son art, elle travaille dans son atelier de Saint-Goustan à Auray. Pour la première fois, du 20 octobre au 8 novembre, elle exposera au musée de Bretagne, à Rennes, au côté d'autres artistes dans les œuvres des maîtres de la famille Odorico.

N’eo ket c’hoazh ken brudet hag al livaj met abaoe un nebeud bloavezhioù dija ez eus ur redenn mozaik a-vremañ ganet e Ravennes e Bro Italia. Bruzhunañ danvezioù ha bodañ tammoù evit krouiñ un dresadenn « 3 M » (teir ment) eo pal ar mozaik. Muioc’h-mui a arzourien a ra oberennoù a bep seurt gant teknik ar mozaik, Martine Blanchard en o zouez. Kinnig a ra plac’h a orin eus an Oriant taolennoù gant livioù flamm ha gant danvez a bep seurt e-barzh : marmor, mein-greun, amailh-gwer, houarnaj, feilhañs...

"Fromet gant al livioù"

War-lerc’h he studioù war an arzoù-kaer e Roazhon he deus dibabet Martine Blanchard ober he micher eus ar mozaik "posupl eo ober kalz traoù disheñvel gantañ hag ouzphenn e krogen da gavout hir ma amzer oc’h ober livaj ha livaj nemetken ! Fromet-kaer on gant al livioù ha plijout a ra din krouiñ traoù gant ma daouarn." Desket he deus teknikoù an arz-se gant Giovanna Galli, ur vestrez eus Italia hag abaoe e klask tout an danvezioù evit sevel taolennoù memes en natur evel mein pe c’hoazh istri an Intel.

Un arz a-vremañ

Hervez Martine Blanchard eo "ar mozaik diouzh ar c’hiz er mare-mañ met a-benn ar fin n’eo ket anavezet kement-se gant an dud, alies e vez kredet eo gwir vozaik ar perzh a vez er stalioù dudi-krouiñ gant tammoù gwer livet bihan pe gant karrellerezh met disheñvel-mik eo ar perzh a ran". Hag evit dizoleiñ an arz-se e vo posupl mont da Mirdi Breizh e Roazhon etre an 20 a viz Here hag an 8 a viz Du, un diskouezadeg gant arzourien a-vicher a zo aozet eno. Stil Martine Blanchard a vo lakaet war wel ivez : he zaolennoù a zo a-vremañ savet gant teknikoù hengounel hag oustilhoù kozh. "N’eo ket difiñv ma stil, plijout a ra din ober taolennoù disheñvel. N’eo ket rakreset an taolennoù en a-raok, oc’h ober anezho e teu mennozhioù, depend a ra eus an danvez ivez ha se a blij din, dieub a-walc’h on" eme Vartine Blanchard.

C’hoant da dreuzkas

Sot eo Martine Blanchard gant he labour ha c’hoant kreñv ganti treuzkas hec’h anaoudegezh d’an holl. Eviti tout an dud a c’hell deskiñ sevel mozaik ha reiñ a ra kentelioù bep sizhun da merc’hed klañv gant ar boeson en ur greizenn e Gwidel evit sikour ganto. Desket he deus ivez mozaik d’an aktourien er film savet gant Manuel Poirier, Les Femmes... où les enfants d’abord. Ha m’hoc’h dedennet gant hec’h arz e voc’h degemeret gant Martine Blanchard en he stalier-diskouezva e Sant-Goustan en Alre.

Kinniget e vez gant Martine Blanchard stajoù evit deskiñ mosaïk : 5 devezh-pad, 390 euro : - Etre ar 27 hag an 31 a viz Here - Etre ar 17 hag an 20 a viz Du - Etre an 8 hag an 12 a viz Kerzu E-pad dibennoù-sun (2 zevezh) 200 euro : - D'an 10-11 ha d'ar 17-18 a viz Here - D'ar 7-8 ha d'ar 14-15 a viz Du - D'an 12-13 ha d'an 19-20 a viz Kerzu Kentelioù-noz d'ar Merc'her ha d'ar Yaou etre 7 ha 9 eur noz, 170 euro evit c'hwec'h prantad.

Gwelet en-linenn : Lec’hienn an arzourez Martine Blanchard

Evit gouzout hiroc’h : Martine Blanchard 14 straed Sant-Salver 56400 An Alre. Pellgomz : 02 97 56 66 54 pe 06 84 82 92 49 ha postel : mosmarblan@wanadoo.fr.

 
bruderezh
Koumanantit da Zaktu !

Soutenez un nouveau média indépendant en Bretagne.

  • Daktu, c'est d'abord une rédaction autonome composée de journalistes professionnels, pour un nouveau regard sur l'actualité, vue depuis la Bretagne.

  • C'est aussi un moteur de recherche innovant, qui met en valeur l'actualité liée aux problématiques bretonnes, en scrutant le web parmi plus de 1000 sources en ligne.

  • Et enfin, une interface multilingue et du contenu en breton, pour augmenter la visibilité de la langue bretonne et la rendre accessible à tous les publics.

Déjà 1 000 000 d'articles référencés
par l'agrégateur de Daktu !

  • Profitez d'un moteur de recherche inédit qui suit le flux continu de l'info. Daktu scrute en permanence le web parmi des sources provenant de Bretagne, de France ou du reste du monde pour s'enrichir chaque jour de 4000 nouveaux articles. A terme, tous les sites et blogs bretons disposant d'un flux RSS ont vocation à être référencés sur Daktu.

  • Utilisez le moteur de recherche et affinez vos requêtes sur des communes, des médias ou des personnalités : vous pourrez les sélectionner et les suivre. Un véritable outil au service de l'information !

Organisez des articles et écrivez
les vôtres dans votre édition.

Créez votre édition à travers un espace entièrement personnalisable : construisez votre revue de presse, publiez vos articles, et partagez votre édition avec les lecteurs :

  • En utilisant le moteur de recherche de Daktu, sélectionnez l'info qui vous intéresse, et agencez la page de votre revue de presse : elle se mettra ensuite automatiquement à jour selon les sujets que vous avez choisi.

  • Vous pouvez aussi écrire et publier vos articles dans votre édition, en utilisant une interface de publication toute simple : Spip.

  • Et enfin, faîtes connaître d'autres éditions d'abonnés : vous n'avez qu'à choisir vos préférés et les ajouter à volonté à votre édition.

Votre quotidien de référence,
depuis la Bretagne !

  • En vous abonnant à Daktu, vous permettez de concrétiser le projet ambitieux d'un nouveau média de référence sur la Bretagne, qui favorise le débat et la fait vivre !

  • ~ Une rédaction indépendante, collaborative, qui publie en français et en breton.

    ~ Un agrégateur d'information référençant 4000 nouveaux articles chaque jour, parmi plus de 1000 sources.

    ~ Des éditions personnalisées dans lesquelles chacun peut organiser son info et publier ses propres articles.