D’ar Yaou 12 a viz Du e oa bet kondaonet ar Stad gant lez-varn galv melestradurel Douai e Norzh Bro-C’hall evit an doare ma vez graet d’ar brizonidi en toulloù-bac’h "ne vez ket doujet ouzh dellezegezh an dud." Gounezet e oa bet ar prosezadur-se gant ar breutaer Étienne Noël a-enep ti-bac’h Rouen, tri frizoniad o deus bet 3.000 euro pep hini peogwir o deus bevet e-pad daou vloaz en un toull-bac’h gant re a dud. Lakaet en deus en e soñj bremañ dougen klemm war ar memes poent gant 60 teuliad heñvel eus tud a zo prizonidi pe a zo bet.
Gantañ eo bet ar prosez kentañ e 2008 e-enep Melestradurezh-kastiz, kondaonet e oa bet ar Stad da reiñ 3.000 euro d’ur prizoniad evit ur gwalldaol buhezel war-lerc’h bezañ bet e-pad pevar bloaz en un toull-bac’h gant re a dud. Ha n’emañ ket e-unan o tougen klemm a-enep ar Stad evit ar memes abeg. E Naoned e oa bet kondaonet ar Stad, a-drugarez d’an alvokad Benoît Rousseau, da baeañ 6.000 euro d’ur prizionad en doa tremenet tri bloaz en toull-bac’h ha 5.000 euro da zaou all hag o doa tremenet etre ur bloaz ha daou e toull-bac’h Naoned rak "ar brizionidi a zo bet tretet en un doare fall ha n’eo ket denel memes." Sur-mat ne vo ket echu an aferioù a seurt-se, displeget eo bet n’eus ket pell ’zo gant sindikad alvokaded c’hall (tost eus an tu-gleiz) petra eo ar prosezadur evit sikour ar brizionidi da zougen klemm p’o deus da vevañ e toulloù-bac’h na zoujont ket ouzh an dud. Prosezadurioù a zo bet lañset e Grenoble, Caen, Clermont-Ferrand, Nanterre, Nouméa...













