"War-lerc’h meur a eurvezh stummadur eo deuet da benn an Tad Nedeleg da implijout internet, erfin !" Ar bloaz-mañ ez eus ur siber Tad Nedeleg ! Digoret e vo dorioù ar sekretourva brudet, hini an Tad Nedeleg hiziv e Libourne e Gironde. Respontet e vo d’al lizhiri hag evit ar wech kentañ d’ar mailioù a vo kaset dezhañ gant bugale eus tro 130 bro eus ar bed a-bezh.
Hervez an Ti-Post e oa bet kaset e 2008 1,4 milion a lizhiri ha 200.000 postel d’an Tad Nedeleg ha respontet en doa gant kartennoù gant un dresadenn da livañ warno. Evit ober al labour-se e vez bep bloaz gopret 60 sekretour gant an Ti-Post. Krouet eo bet ar sekretourva-se e 1962 ha brudet-tre eo e-touez ar vugale etre 3 hag 8 vloaz. Evit skrivañ d’an Tad Nedeleg n’eus ezhomm nemet da gas ul lizher pe un dresadenn en ur golo-lizher gant e anv, arabat disoñjal skrivañ warni anv ha chomlec’h ar bugel. War internet ez eus tu da gas postelioù dre lec’hienn an Tad Nedeleg hag evit bezañ sur da gaout ur respont eo gwelloc’h kas e lizher a-raok ar Sadorn 19 a viz Kerzu mod-all e vo re ziwezhat ha marteze ne vo prof ebet dindan ar sapinenn !














