Mil vrudet eo Dany Boon abaoe m’en deus realizet ha c’hoariet er film Degemer mat e Bro ar C’htied (Bienvenue chez les Ch’tis), gant an 20 milion a vont e-barzh a zo bet er salioù sinema. Roet eo bet, d’ar Meurzh 10 a viz Du gant Nicolas Sarkozy, arouez an Urzh a-enor d’an aktour-realizatour "gant Dany Boon e vez skoazlelet Kapital boneur ar vro !". Ha da genderc’hel "kap oc’h bet da lakaat war wel Norzh Bro C’hall gant he gerioù, skeudennoù brav ha tud a-zoare." Gant e wreg Yaël, e bevar mab hag ur bern mignoned, en o mesk Line Renaud, Michèle Laroque, Jean Reno, Elie Semoun ha Rachida Dati e oa deuet Dany Boon da gaout e enor ha lavaret en deus war un ton serius evel ma oar ober ar farsour "lakaat a rin ma anv e dilennadegoù 2012... a-enep Nicolas Sarkozy."
Hiziv eo tro da Glint Eastwood da vezañ steredenn an deiz
War-lerc’h Dany Boon eo tro an aktour ha realizatour amerikan mil vrudet Clint Eastwood, 79 bloaz, da vezañ enoret e Bro C’hall. N’eus ket kell ’zo en deus bet an aktour barrek Palmez Aour evit tout e skiant-prenet. Tro 6e noz e vo degemeret Clint Eastwood en Gwennva (an Elysée mar karit) gant Nicolas Sarkozy, ha Frédéric Mitterrand, ministr ar Sevenadur. Gwelet e vo en-dro an aktour e Pariz d’an 28 a viz Du evit kas e verc’h da Val an deraouidi.











