Evel bep bloaz ez eus un tad-paeron evit ar gouelioù Juste pour rire ha dibabet e oa bet Franck Dubosq ar bloaz-mañ. Sikouret en deus ar re yaouank war ar vicher a-drugarez d’e skiant-prenet bras, hag etre ar 4 hag an 11 a viz Ebrel tremenet hor boa bet tro da welet farsourien a bep seurt e Naoned.
Ma ne oac’h ket bet james eo re ziwezhat bremañ rak ne vo ket ken eus ar festival-mañ e Naoned dre ma vez un toull a ouzhpenn 300.000 € hervez ar pezh a c’heller lenn war LeDevoir.com. Daoust d’ar berzh en deus graet ar festival, ha daoust d’an dud niverus a zo deuet da selaou ha da c’hoarzhin eo re vras an toull evit ti-kêr Naoned hag en doa lakaet arc’hant e-barzh an afer.
Goulennet ez eus bet gant Kêr Lyon degemer ar festival evit ar bloavezhioù o tont, met n’eus ket bet roet respont ebet evit poent.












