A-wezhioù en e sav, gwezhioù all ouzh un daolig evit lenn paperioù, hag alies war e zaoulin evit pediñ Doue ! Setu un tu dianav deomp, Didier Porte o pediñ Doue hag eñ o tennañ ken lies war ar relijion gant kanolioù pounner-mat. Komprenet e vez buan eo just un doare da gaout ur c’hilsell war e vuhez, ha war e gronikennoù, un tamm emc’hoap eo. Evel ma lavar : "Digarez ma vezan gros met arabat eo deoc’h disoñjal eo Bigard hag Arthur an daou farsour ofisiel eus ar renad." Koulskoude n’eo ket gros ar paotr daoust dezhañ embann troiennoù ha n’int ket evit ar vugale met ar spered n’eo morse gros. Bez emañ atav o vousc’hoarzhin hag e lakaat an holl arvesterien da sevel a-du gantañ na bout e vezont kunujennet gantañ.
"Ur farsour diabafaet on-me !" emezañ.
"Ha posupl eo c’hoazh bezañ pinvidik hag eus an tu-kleiz ? Ya, met ret eo bezañ mantret !" eme ar farsour, sed aze ur frazenn a vije bet tu da glevout gant Guy Bedos. Hemañ-diwezhañ a vo klevet gwezh ha gwezh all, un seurt tad-paeron jentil o sikour gant e vab-a-spered hervezañ.
Ne vez ket gwelet an amzer o treiñ avat, hag an eurvezh hanter abadenn a dremen re vuan. Ha ma n’ho peus ket tro da vont d’e welet e chom c’hoazh e levr kronikennoù nevez embannet hag eme Zidier Porte "an holl argant dastumet a yay d’ur gevredigez a garitez, ME !"













