Diorroer raktresoù
Kevrat termenet war daou vloaz, leun amzer, gopr live 4 emglev a-stroll ar buheziñ, kregiñ ganti d’an 18 a viz Genver 2010, lakaat e anv betek ar 4 a viz Genver.
Doare den
- Skiant prenet war dachenn ar c’hevredigezhioù.
Gouest da gehentiñ hag emren mat.
Stummet war ar ren raktresoù.
Gouest da gevrediñ, d’en em lakaat diouzh an darvoud ha da labourat dre ur rouedad.
Anaoudegezh bed ar re vihan.
Komz ha skrivañ brezhoneg.
Saozneg flour skrivet ha komzet.
Prest da vont ha dont el live broadel hag etrebroadel.
Kefridi
Dre zileuriadur digant ar c’hargad raktresoù, eo karget-eñ da ziorren ar raktresoù kevredigezhel diouzh an hentoù a vo bet lakaet gant ar c’hargad raktresoù ha gant ar gevredigezh, en eur deurel evezh ouzh kempouez ar c’hontoù.
Karget eo da lakaat e pleustr oberioù rannvroel ar raktres MELT (Multilingual Early Language Transmission), hemañ arc’hantaouet gant Unvaniezh Europa. Aozet eo ar raktres-mañ dre ar rouedad european NPLD, kenlabouret vez warnañ gant kefridi ar brezhoneg Kuzul-Rannvro Breizh.
Kargoù
Diorren raktresoù ar gevredigezh : gallout a ra kenlabourat gant ar c’hevredadoù pe strolladoù all e klot o labour gant hini Divskouarn, llabourat a ra da harpañ (sikour metodologel ha teknikel) ar c’hevredigezhioù ezel pe ar strolladoù-raktres hag a labour evit an divyezhegezh-abred Brezhoneg/Galleg.
Diorren raktres MELT : prientiñ ha heuliañ oberioù rannvroel ar raktres MELT (Multilingual Early Language Transmission), kemer a raio perzh e-barzh ur c’hendiviz european, treiñ a raio teulioù ar raktres (saozneg-galleg-brezhoneg).
Divskouarn
12 straed ar Marn
29260 Lesneven
Pgz : 09 60 04 79 83
Mel















