Ar prizioù-se a zo roet gant France Télévisions evit an daouzekved gwech evit broudañ ar grouidigezh dre ar brezhoneg. E-kerz un abadenn ispisial a vo enrollet e Sant Teve d’ar Sadorn 23 a viz Genver ha skignet an deiz war-lerc’h vintin e vo roet da gement loread ar prizioù arem bet savet gant Breizh Bronze Productions e Gwiler-Porc’hoed.
Kinniget e vo an abadenn gant Goulwena An Henaff hag Erik Gudenkauf. Evit Frañs 3 eo "un darvoud a-bouez ar Prizioù e buhez ar chadenn met ivez e buhez sevenadurel ar vro. Dre ar prizioù e vez lakaet war wel ar strivoù a lak ar vrezhonegerien da lakaat brud war o yezh, war gement dachenn sevenadurel pe gevredigezhel."
Tro Breizh ar Prizioù a zo tremenet dre Lannuon, Kemper, An Oriant, Brest, Pempoull, Douarnenez, Perroz-Girreg, Sant-Valoù, Daoulaz, Plañwour ha Foen.
Priz ar gwellañ troidigezh
Yann Talbot : « An treuzfurmadur », Al Lanv.
Erwan Hupel : « Ur gwel eus Gaza » ha « Kêr al loened », Al Liamm.
Mark Kerrain : « Teod ar balafenned », An Alarc’h.
Priz ar gwellañ CD sonerezh a ro ur plas a feson d’ hor yezh
Dom Duff : « E-Unan », BNC Productions.
Gwennyn : « Mammenn », Keltia Musique.
Suignard – Ar Bras : « Tcha Tcha Douarnenez », BNC Productions.
Priz ar gwellañ krouidigezh evit ar skinwel pe internet
Ken Tuch, Goulwena an Henaff hag Etienne Strubel.
Lannoù Telo, Ronan Hirrien.
Micherioù, Jean-Pierre Lyvinec.
Priz ar gwellañ intrudu evit ar vrezhonegerien yaouank
Brendan ha sekred Kells, Dizale.
Stajoù Vakansoù, an UBAPAR.
Los Furlukinos.
Un den pe ur gevredigezh en deus lakaet hor yezh war wel
Wikipedia e Brezhoneg : 30 000 pennad en linenn.
Ar Vreudeur Morvan : 50 vloaz Kan ha diskan.
Lena Louarn : dek vloaz Ofis ar Brezhoneg.


















