Lec’hiet eo ar brezhoneg a-dreñv al latin ha dirak al luksembourgeg gant ur renk mat evit an niver a bennadoù, met ur renk izeloc’h evit an danvez anezho. Evel-just e vank traoù c’hoazh met dija e c’helloc’h kaout pennadoù a-bep seurt diwar-benn temoù evel ar savouriezh hag ar gêraozouriezh, ar sinema, arzoù an arvest, ar bannoù-treset, an dañs, istor an arz, al lennegezh, ar sonerezh, al livañ, al luc’hskeudenniñ, ar c’hizellañ, buhez pemdez ha dudi, ar c’heginerezh, sevenadur ar bobl, ar yec’hed, ar gwir, an deskadurezh, ar politikerezh, ar relijion, ar sindikalouriezh...
Un holloueziadur digor eo Wikipedia, pep hini a c’hell sevel pennadoù nevez diwar an tem ’mañ tem pe gwellaat ar pennadoù bet savet dija. Evel-just e vez adlennet war-lerc’h ha difaziet ma vez ezhomm, ur gwir labour a-stroll an hini eo. E 2001 eo bet krouet stumm kentañ ar Wikipedia e saozneg gant Jimmy Wales. Digoret eo bet e 2004 an doare e brezhoneg. Ouzhpenn 3 milion a bennadoù a zo e Wikipedia hiziv.
E-touez ar pennadoù savet e-pad an tri miz diwezhañ e kaver poltredoù tud a bep seurt : ar priñs kembreat Llywelyn ab Iorwerth, ar reder Jesse Owens, ar merdeer Jacques-Yves Le Toumelin, ar skrivagnerez vrezhonek Gwenvred Latimier-Kervella pe ar politikour stadunanat Ted Kennedy, nevez-aet d’an Anaon... Ar prizioù Nobel a zo bet roet n’eus ket pell, met gant piv int aet ? Klaskit war Wikipedia e brezhoneg !
Evit gouzout hiroc’h diwar-benn Wikipedia e brezhoneg













