Evit sikour da c’houzout hag-eñ e vez mat pe get bevliesseurted kêr Naoned eo bet divizet studial an heureuchined rak menegerien mat int evit-se. Ma ya mat an traoù evit al loened-mañ e yay mat ivez evit kalz spesadoù all.
Kroget eo bet ar raktres e 2008 pa oa bet studiet liorzhoù Kêr Naoned. Gwelet eo bet ez eus trepasioù ekologel evit al loened a vev eno. Evit gwareziñ an endro hag an trepasioù-se o deus divizet pennoù-bras ti-kêr Naoned studial anezho o kemer skouer war an heureuchined. Kroget eo bet ar studiadenn gant kelenerien ha studerien skol medisined-loened e penn-kentañ miz Du ha kendalc’het e vo betek goañvadur an heureuchined e-pad ar goañv. Adgroget e vo ar studiadenn en nevez amzer 2010 betek miz Gwengolo 2010. Gwelet e vo o buhez e-pad ur bloaz, petra a vez debret ganto, peseurt hent a reont bemdez... evit bezañ kap da ziwall outo war-lerc’h pa vo graet chanterioù er gêr vras.
Ne vo ket studiet pizh tout straedoù Naoned met dibabet ez eus bet daou garter : hini Dervallières-Durantière hag hini Sant-Joseph Porterie rak eno eo dedennus evit an endro, tremen a ra ar stêrioù an Erzh hag ar C’hezin ha disheñvel a-walc’h int, unan a zo kozh hag egile a zo o cheñch er mare-mañ gant savadurioù savet n’eus ket pell ’zo.
Setu arabat c’hoarzhin ma welit medisined-loened o klask heureuchined e straedoù Naoned, ur pal skiantel a zo. Ha m’ho peus c’hoant da reiñ un taol sikour dezho ez eus tu da vont e darempred gant Centre Vétérinaire de la Faune Sauvage et des Ecosystèmes de l’Ecole Nationale Vétérinaire de Nantes met diwallit marteze hoc’h amezegien a soñjo oc’h deuet da vezañ un tamm foll !











