Bep bloaz e miz Gwengolo e tegemer Stumdi (aozadur stummañ) stajidi nevez e Maner Keranden e Landerne, evit deskiñ brezhoneg e-pad c’hwec’h miz. Nevez ‘zo eo bet kontet d’ar stajidi a-vremañ istor ar Paotr-Sabbat gant ur c’helenner. Plijet en deus kalz dezho, ha deuet dezho ar soñj da sevel ur film diwar-benn an istor, e brezhoneg evel-just ! Kinniget eo bet ar mennozh gant Stéphane, alias “ar C’Homenn”, stajiad e Stumdi hag ezel eus Canal-ti Zef e Brest, ur gevredigezh hag a sikour d’an neb hag en deus c’hoant da sevel ur film. Boaziet eo “ar C’Homenn” gant an dafar klewelet, ha deuet eo a-benn da vodañ tro-dro dezhañ nav den e-touez e geneiled evit lakaat ar raktres da vont war-raok. Darn anezho o deus kemeret perzh er raktres evit dizoleiñ un dachenn nevez : an doare da sevel filmoù. Ar re all a blij dezho kentoc’h an avañtur a-stroll : “un aergelc’h a feson a zo barzh ar strollad, ur blijadur vras eo labourat asambles diwar-benn ur raktres nevez, ha kenderc’hel gant ar brezhoneg” eme Anne “ar C’Hoala” ha Stéphanie “ar Plac’h Patatez”.
Laouen eo Stumdi o sikour ar stajidi war o raktres, met ne vo ket tu da labourat warnañ e-pad ar c’hentelioù. Neuze e klask ar skipailh en em vodañ en dibennoù-sizhun, pe er vakañsoù. En em vodet int ur wezh hepken evit poent, er maner, un devezh ma ne oa ket skol. Labouret o deus war-dro ar senario ha deuet int a-benn da vezañ a du an eil re gant ar re all, ha ne oa ket an dra aesañ. D’ar 5 a viz Kerzu int en em gavet e-barzh un ostaleri e Plougerne evit peurechuiñ skritur an istor.
Dibabet o deus ar stajidi produiñ ur film arc’hantaouet berr. Aon o deus muioc’h d’ar mare ma vo ret c’hoari un dudenn dirak ar c’hamera. Ha pegoulz e vo prest ar film da vezañ skignet ? N’eo ket aesoc’h respont d’ar goulenn-mañ hiziv. “Ret e vefe deomp kas ar film a-benn a-raok dibenn ar stummadur hag a vo e fin miz Meurzh” a embann ar C’Homenn. “Michañs e vo tu da echuiñ filmañ e-pad vakañsoù miz C’Hwevrer”.













