A-benn ar Sadorn 19 a viz-mañ e vo kinniget get Kerlenn Sten Kidna (6 straed Joseph Rollo, An Alre) ur stal-labour e brezhoneg en-dro d’ar c’hinkladurioù Nedeleg, d’ar vugale etre 6 hag 11 vlez.
Dalc’het e vo e sal ar Gerlenn etre 2e ha 5 eur d’enderv. Priz : 5€ evit ur c’hrouadur, ha 3€ adalek an eilvet krouadur ag ur memes familh. N’eus nemet 20 plas, neuze emañ ret pellgomz pe kas ur postel d’ar Gerlenn evit lakaat anv e vugale en a-raok : 02 97 29 16 58 pe stenkidna2@wanadoo.fr.



















